Ti ar Bomperien
Ar Yaou 29 a viz Genver e oa bet Klasad CP/CE1 Gwenn e Ti ar Bomperien.
Plijadur ’oa bet me lâr deoc’h !!! Gweladennet hon oa ar savadur.
Roet e oa bet deomp implij-amzer ar bomperien war an deiz ... Kalzig
a sport ’vez graet ganto .Gouzout a reomp ez eus d’ober an 18 ma c’hoarvez un dra grevus ; tan pe gwallzarvoud ; ha da reiñ hon chomlec’h. Pignet e oamp en holl kirri-samm pe dost ha gwisket hon oa tokarn ha chupenn ur gwir paotr an tan ! Deoc’h da zivinout piv eo bremañ !