Staj Krampouezh

Gouzout hiroc’h war « Buhez ar gevredigezh » 21 a viz Genver 2017
loupe

Troidigezh graet gant ar vugale e-kerzh ur stal treiñ

Hiziv, evit ar staj fardañ krampouezh, ez eus deuet daou zen kalonek. Deuet int, daoust d’ar yenijenn spontus, evit reiñ ur gentel keginañ.

E mod ebet ne vo graet ar staj er-maezh !

Setu eo en un aergelc’h tomm ha dirak ur banne kafe fresk e voe degemeret an deskidi.
Prest eo peptra...pe dost !

Kregiñ a ra ar staj en ur brientiñ an toazh. N’eo ket gwall gompliket d’ober, met kigennet mat e vezer memestra goude div eurvezh labour.

Poent eo bremañ implij ar rozell ! Bepred eo ur mare fentus. Gwelet a reer a bep-seurt stummoù, hag a bep-seurt toulloù. Ne bad ket pell avat, goude un nebeut taolioù aesea, e krog an traoù da vezañ gwelloc’h-gwellañ.

Hiziv e oa kempennet ar c’hlasoù da vare ar staj krampouezh. Setu e oa bet debret krampouezh gant ar re a rae ar c’hempenn !

E keit-se, ar vugale o doa graet ur gabanenn-milendall gwer, treset ha debret.

Goude teir eurvezh stummadur, eo gouest ar stajidi d’ober krampouezh ront, treiñ-distreiñ anezhe, leuniañ anezho, hag o servijañ.