REDADEG : DILUN E NAONED !

23 a viz Mae 2014
loupe

3 c’hlasad o deus prenet pep a gilometr evit ar Redadeg 2014 :
- Ar re grenn hag ar re vras, klasad Olier ha Ronan, er skol-vamm, a redo ar c’hilometr 465, da 20h44, etre ti-kêr Naoned ha Kastell Duged Breizh.
- Ar re CP ha CE1, klasadoù Kristof ha Gwen, a redo ar c’hilometr 472, da 21h31, etre Ti Keltiek ha plasenn Viarme.
Ar skolaerien ivez o deus prenet ur c’hilometr. Emaint o vont da redek ar KM 445, da 18h31, er Paquelais.
Ar vugale, pe ar familhoù, hag a garfe redek gant ar c’hlasadoù-se, pe ambrougañ anezho, a vo deuet mat, evel-just.
An AEP hag Evit Diwan o deus prenet ivez un nebeud kilometroù : lakaait hoc’h anv ivez war an daolenn a zo dindan ar pratel evit redek holl asambles etre Koeron ha Sant Stefan Brengoloù (KM 486 da 495), etre 23h04 ha 00h04.

Un daolenn inskrivañ a zo dindan an disglavenn, er skol, stag ouzh ar banell Redadeg.
Ur fest vras a vo plasenn Viarme, gant sonadegoù hag abadennoù a bep seurt, etre 18h30 ha 22h30.
Ur stand a vo dalc’het eno gant hor skol, ur stand krampouezh hag evajoù. Aze ivez e vo ezhomm eus tud evit labourat a youl vat.
Evit gouzout hiroc’h e c’hellit mont e darempred gant ar skolaerien, sellout ouzh ar banell Redadeg dindan an disglavenn pe choazh mont war lec’hienn ar Redadeg : www.ar-redadeg.org
Na zisoñjit ket mont da deurel ur sell ouzh klip ofisiel ar Redadeg, hag ouzh an hini disofisiel, graet evit ar vugale.
Olier
Evit Diwan

klip ofisiel : http://www.ar-redadeg.org/br/keleier/article/klip-ofisiel-2014-an-alambadeg
klip disofisiel : http://www.youtube.com/watch?v=YmSnn3VMIso