KAMP VAKAÑSOU E BREZHONEG / 20-26 a viz Gouere

3 a viz Gouere 2014
loupe

5 PLAS A CHOM !!!

Ur c’hamp brezhoneg a vo aozet e Liger Atlantel e miz Gouere 2014 : "Pemp troad d’ar maout : Enquête à la ferme".

Pemp troad d’ar maout ? Pavioù ruz d’an dañvad du ? Biskoazh kement-all ! Ur bern loened zo o chom ba feurm Kêr Madeleine e Gweltaz-Lambrizig, met traoù iskis a c’hoarvez ba kraou an deñved. Peadra da lakaat an ijin da c’hoari hag an neuron da dommañ ! Florence ha Christophe, a zo o vevañ hag o labourat er menaj-se a-hed ar bloaz, a c’hello sikour ac’hanomp marteze ? Ur sizhunvezh evit bevañ a-stroll, debriñ meuzioù lipous fardet ganeomp (dav vo deomp tañva mergez an ti poazet war an tan), c’hoarzhin gant hon amezeien (daou bemoc’h viêtnamat moutig tout), ha kanañ a-bouez-penn « Deñved zo, met n’emaint ket er gêr. Deñved zo, met n’emaint ket er vro... »

  • Lec’h / Lieu : Saint-Gildas-des-Bois (à 15 km au Sud de Redon), à la ferme pédagogique de Kêr Madeleine
  • Deiziadoù / Dates : du dimanche 20 au samedi 26 juillet 2014
  • Oad / Age : 6-10 ans
  • Bod / Hébergement : sous tente (tentes fournies par les parents)
  • Plasoù / Places : 22
  • Priz / Prix : 240 €
  • Aozerien / Organisateurs : Kentelioù an Noz & UBAPAR

Titouroù hag enskrivadennoù :
Kentelioù an Noz, 02 40 20 39 74, kenteliouannoz chez gmail.com
Pour inscrire votre enfant, imprimez et complétez la fiche d’inscription et la fiche sanitaire de liaison et renvoyez-la accompagner des arrhes (100€ à l’ordre de Kentelioù an Noz) à :
Kentelioù an Noz – 13 straed ar Remouleur – 44800 Sant-Ervlan