Naetaat an nevez-amzer - 28/05/2016-
Disadorn 28 a viz mae eo bodet ur strollad kerent er skol.
Gant dilhad labour, nerzh kalon eo krog an holl da boanian dindan ar pratell.
Darn o deus adheouliet ar biligoù. Ezhomm bras a oa ! Krog oa ar plakennoù da vezan labumet. Breman int prest da vont en-dro adarre.
E-keit ma oa ar gerent o klozan e oa ar vugale o krouin kabanennoù ha lochoù hag o c’hoari e-barzh. Rak kalz a ijin zo gant ar vugale eveljust !
Ha war-lerc’h ar strivoù oa bet evet ur banne fresk !
Siwazh na oa ket bet gwelet an heol kalz e-pad an abardevezh....