Enskrivañ e vugel ha dorioù digor

  • Ma plijfe deoc’h goût pelloc’h war ar skol hag ar bedagogiezh, ma plijfe deoc’h enskrivañ ho pugel e skol Diwan Naoned, kit e darempred gant rener ar skol.

    Darempred : skol.naoned chez diwan.bzh / 07 82 44 93 22

    Er skol vamm e vez enskrivet ar vugale da gentañ peurliesañ (re vihan, re grenn pe re vras), evit ma vefe ur bloavezh deskiñ brezhoneg gant an holl vugale a-raok kregiñ gant an deskiñ lenn e brezhoneg e CP. Koulskoude, gwech ha gwech all, e c’hoarvez ganeomp degemer bugale ha na oaront ket brezhoneg c’hoazh pa vez mat ar c’honteks ha pa vezomp kazi sur ne vint ket kollet gant ar brezhoneg da zeskiñ buan ouzhpenn d’an holl draoù all zo barzh ar program.

    Ar gerent a lak o bugale e skol Diwan Naoned a ziskouez e-giz-se bezañ a-du gant Karta Diwan. Izili dre wir int eus ar gevredigezh

    Teulioù da leuniañ ha/pe da reiñ :

    Evit an holl gerent :

    • Fichenn velen enskrivañ (evit pep bugel enskrivet)
    • Fichenn c’hlas enskrivañ (evit pep bugel enskrivet)
    • Gwir da implijout skeudennoù (evit pep bugel enskrivet)
    • Bezañ a-du gant reolennoù diabarzh ar skol
    • Diviz ar justis evit an aotrouniezh kerentel
    • An testeni asurañs, nemet ma fell deoc’h isskridañ d’an hini kinniget gant Diwan adalek an distro-skol
    • Ar follenn emezelañ tud ar skolidi ouzh DIWAN
    • Roll-darempredoù ar skolioù, roll ho parregezhioù hag ar c’hargoù oc’h prest d’ober evit sikour ha pinvidikaat ar vuhez kevredigezhel ha pedagogel
    • Ar fichenn ragenskrivañ evit an degemer troskol
    • Testeni rannad tiegezhel (RT)

    Evit ar re nevez :

    • Un eilad eus al levrig-familh
    • Testeni vaksinañ (eilad ar c’harned yec’hed)

    Muioc’h a ditouroù e-barzh an TEULIAD ENSKRIVAN STAGET.

  • Dorioù digor skol Diwan Naoned D’ar sadorn 12 a viz even

    12/06/21

    10 e - 13 e / e Skol Diwan - 120 straed "du Corps de Garde" 44000 Naoned inscriptions.diwan.nantes
  • PORTE OUVERTE 10/02/2018

    10/02/18

    A Traduire... Des petits enfants sont venus visiter l’école ce matin. Je vous rassure les papas… Lenn pelloc’h
  • Dorioù Digor 2017

    2/02/17

    Dorioù digor er skolioù Diwan - Naoned 1, Naoned 2 ha Sant Ervlan - d’ar sadorn 4 a viz Kerzu 2017… Lenn pelloc’h