BENN PAPER

Gouzout hiroc’h war « Buhez ar gevredigezh » 26 a viz Here 2016
loupe

Dindan an heol eo erruet ar benn paper er skol.

E-pad daou zevezh o deus gellet ar gerent degas paper a oa stoket er ger.

Gant ar gerent enskrivet war ar planning eo bet degemeret ar gerent all, ha sikouret evit na vefe na plastik, na kartoñs gwagennek er benn.

En em vodet eo ur strolladig bugale evit kas ur stal krouiñ war-ar-prim.

Tapet o deus levrioù er benn, ha kroget int da blegañ pajennoù.

E-pad eurvezhioù int chomet war evezh bras gant o obererezh. Plegañ ha plegañ a rejont. Gant peseurt pal ?

Heureuchined ! Pebezh labour ! Nag a basianted !

Ar gerent avat n’int ket chomet o c’hortoz. Berniañ a raent paper, ha berniañ, ha berniañ c’hoazh hag adarre.

A-benn ar fin e voe leuniet mat ar benn vras-se...

En holl d’an holl hon eus dastumet 9 700 tonenn paper !

Gourc’hemennoù da dout ar re o deus kemeret perzh, kerent, tudoù-kozh, mignoned, kenlabourerien...