ASSEMBLEE GENERALE 2017
Hiziv, d’ar sadorn 18 a viz Meurzh 2017, kerent ar skol a oa pedet da zont da Emvod Meur (E.M.) bloaziek kevredigezhioù ar skol.
Degemeret omp bet e sal ar gouelioù Ti Karter an Dervallières.
Ur mare kreñv ha pouezhus eus ar bloaz eo. Danevelloù an arc’hant, ar moral hag eus an oberererezhioù a zo bet kinniget d’ar gerent.
Ur mare eo ivez evit pediñ ar gerent da gemer perzh e kevredigezhioù ar skol. Ezhomm ez eus tud.
An dud a zo nerzh hon skol evit ar mennozhioù, o atebegezhioù, ha labour ’zo war ar stern ! Ar pal eo rannañ ar strivoù. Seul niverusoc’h e vimp, seul aesoc’h e vo.
Ar skol a c’houlenn amzer hag energiezh eus hon ferzh. Degas a ra kalzig mareoù plijus ha zoken mignoniezh.
Trugarez d’an holl evit ma c’hello kenderc’hel hor beaj, kroget 40 vloaz ’zo.