Ar Stoufoù Plastik
War lerc’h ar paper hag ar goulourdrennoù yod frouezh... ar stoufoù plastik !
Er mareoù tro-skol, da greisteiz dreist-holl, e vez un nebeut eskemmoù gant bugale skol ar gwez kistin hag ar re a ra war o zro.
Gant bugale skol vamm ar gwez kistin ez eus ur raktres arzoù gant stoufoù plastik.
Diganto hon eus dastumet kalzig a baper kazetennoù da sevel pennoù bras ar re grenn hag ar re vras ar bloaz-mañ...
Deomp ni da sikour anezho bremañ !
Ma c’hallit neuze dastum un nebeut stoufoù plastik (a bep seurt mentoù hag a bep seurt livioù) e-pad o vakañsoù, soñjit da zigas anezho d’an distro-skol.
Vakañsoù laouen deoc’h holl...