Abadenn sonerezh evit re vras ar skol-vamm/ Eveil musical pour les grandes sections

Bep bloaz vez aozet abadennoù evit kizidikaat ar vugale d’ar sonerezh, er skol-vamm hag er skol gentañ. Setu un abadenn buhezet gant Cécile evit re vras ar skol vamm.

Tous les ans sont organisés des ateliers d’éveil musical pour les enfants de l’école, en maternelle comme en élémentaire. Voici un atelier animé par Cécile pour les grandes sections de maternelle.

Studiañ korfadurezh al loened er mirdi/ Petite leçon d’anatomie au muséum d’histoire naturelle

D’an 28 a viz meurzh eo bet skolidi rummad ar re vras skol-vamm hag ar CP e mirdi istor naturel. Ar pal a oa kompren an diforc’hioù korfadurezh etre loened (korf-eskern, javedoù…) ha mab_den. Ret e oa d’ar vugale pehini oa korf-eskern al louarn, an dremedal, ar gorilh hag ar c’harv-erc’h. Dedennus-tre !

Les élèves de grande section et de CP se sont rendus le 28 mars au muséum d’histoire naturelle. L’objectif était d’observer les différentes anatomiques entre animaux : squelettes, machoires… et avec les humains. Les enfants devaient reconnaître lequel était le renard, le dromadaire, le gorille et le renne. Très intéressant !

Ar sinaeg er skol / Initiation au chinois

Ar skolioù Diwan, skolioù digor war ar bed. Deuet eo Yun Liu, studierez ha troerez war ar sinaeg, er c’hlas live 2 ha 3 da gomz deus ar skritur sinaeg ha da sikour treiñ ur barzhoneg e sinaeg. Dedennet-tre eo bet ar skolidi ha kalz a c’houlennoù zo bet.

Les écoles Diwan, des écoles ouvertes sur le monde. La traductrice et doctorante chinoise Yun Liu, est venue dans une classe de CE1-CE2 parler de l’origine de l’écriture chinoise et traduire un poème en chinois. Beaucoup de questions de la part d’élèves très intéressés.

Retrouver l’article en ligne ou ci-dessous.

Krapat ! / Escalade!

E miz C’hwevrer eo bet bugale ar c’hlas MS/GS er sal-grapat El Cap, e Sant Ervlan. Nag a blijadur! Gellet o deus ar vugale krapat ouzh mogerioù a-ratozh, un eurvezh-pad, staget gant kerdin ouzh gourizioù-surentez. Arc’hantaouet eo bet ar raktres-se gant ur werzh gwastilli aozet gant ar familhoù er skol.

Ken plijet e oa an holl, posupl-bras e vefe un abadenn all ac’hann da fin ar bloaz…

En février, les enfants de la classe de MS/GS sont allés à la salle d’escalade El Cap, à Saint-Herblain. Que de plaisir! Les enfants ont pu grimper en escaladant les murs de la salle, pendant une heure, en sécurité avec leur baudrier.

Ce projet a été financé par une vente de gâteaux à l’école, organisée par les parents de la classe.

Plantañ gwez/ plantation d’arbres

Abalamour d’al labourioù war ar porzh skol e oa bet ret troc’hañ gwez. Laouen eo bet da skolidi ar skol-vamm hag ar CP plantañ pemp gwezenn nevez d’al lun19/02 : 3 gwezenn skav-gwrac’h ha 2 wezenn avaloù. Toullañ, adstouvañ, dourañ, lakaat plouz. Peadra da gaout frouezh ha disheol a benn un toullad bloavezhioù.

Du fait des travaux sur la cour d’école, des arbres avaient du être coupés. Les enfants de maternelle et de CP ont été très heureux de planter cinq arbres le lundi 19/02 : 3 érables et 2 pommiers. De quoi avoir des fruits et de l’ombre dans quelques années. Merci aux services de Nature et Jardins.

Deskiñ neuial gant ar skol / Apprendre à nager avec l’école

Mont a ra bep bloaz ar skolidi CE1 betek ar CM2 d’ar poull-neuial e-pad un nebeud prantadoù. Ar pal eo bezañ en e aes en dour, flodiñ ha gouzout treuziñ ar poull-neuial en e unan.

Les élèves du CE1 au CM2 vont tous les ans à la piscine pendant quelques séances. L’objectif est d’être à l’aise dans l’eau, d’apprendre à flotter et à traverser seul la piscine.

Ti ar planedennoù/ Sortie au planétarium

Daou glasad CP-CE1 ha CE1-CE2 zo aet da di ar planedennoù ar gwener 19 a viz Genver. Desket o deus a-bep seurt diwar-benn koskoriad an Heol. Displeget zo bet dezho an diforc’h etre ur steredenn hag ur blanedenn, etre ar planedennoù graet gant reier hag ar planedennoù graet gant gaz. En ur retorn dindan lagad an heol eo tremenet ar skolidi dre al liorzh dreistordinal hag ar skalier metalek o tiskenn diouzh torgenn Santez Anna.

Deux classes de CP-CE1 et CE1-CE2 se sont rendues le vendredi 19 janvier au planétarium. L’occasion de découvrir et d’approfondir leurs connaissances sur le système scolaire, de comprendre la différence entre une étoile et une planète, entre les planètes rocheuses et les planètes gazeuses. Au retour, marche sous le soleil hivernal par le jardin extraordinaire et l’escalier métallique qui descend de la butte Sainte Anne.