Abadenn tañva d’ar brezhoneg evit ar re vihan (0-6 bloaz)
Ar gevredigezh Divskouarn a ginnig un abadenn tañva esae d’ar brezhoneg evit ar re vihan (0-6 bloaz) hag o familhoù e KDSK/ Yezhoù ha Sevenadur Sant Ervlan a-benn miz Here pe miz Du evit diskouez d’an dud penaos ez’ a un abadenn en-dro ha muzuliañ ma ez’ eus un interest war an dachenn.
Savet ez eus bet ur sontadeg evit renabliñ an dud dedennet.
Degemeret e vo an holl gant bugale d’an oad-se, digor d’an holl e vo :
* evit familhoù hag o deus bugale skoliataet en hentennoù divyezhek pe Diwan,
* ha c’hoazh dizoleiñ ar yezh dre kanaouennoù, rimadelloù, eskemmoù, rontoù hag all evit an dud o c’hortoz ur bugel da skouer,
* pe c’hoazh tud gant bugale dindan 6 bloaz kurius da c’houzout hiroc’h diwar ar brezhoneg hag all.
Ar sontadeg a vo adkavet war al liamm amañ dindan : evit lakaat hoc’h anv evit an abadenn gentañ pe ar reoù en dazont ma vo deuzouto : http://fr.ze-questionnaire.com/repondre.php?s=10476&d=SPMGJzxMsVfC ha da respont ma zoc’h dedennet evel-just !
Ken ar c’hentañ tro !
www.divskouarn.fr